Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/91

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
90
AN TI SATANAZET

dra-se a zo evel ur mikrob o redek dre ar barrez, ha ker buan e vefe satanazet kement kêr ha kement ti. Ur mikrob eo, a lavaran deoc’h, ur c’hleñved dañjerus, heñvel ouzh ar vosenn hag ouzh an derzhienn ti… ti… ti… c’hwitell ! Ha, ma ne gredit ket ac’hanon, ingal eo din, rak va forn a zo leun, ha pa vefe goullo e vefe leun-tenn, memes tra, evidoc’h, Chann, hag evidoc’h, Katell !… »

Katell ha Chann a sammas o zoaz hag a gemeras, droug enno, hent ar gêr.

Pa voe aet kuit ar merc’hed, ar varaerez a c’houlennas digant he gwaz :

— « Lorañs, petra ’zo c’hoarvezet bremaik etrezoc’h ? Bremañ Katell ha Chann ne zifachint ket ken ! »

— « Gwell a se ! gwell a se ! Rak ma tegouezh dezho lakaat c’hoazh o zreid em zi-forn, e vezint plantet er-maez gant va botez el lec’h ma lavaran deoc’h. An div-se a satanazfe ker buan an ti-forn ! A ! brav e vefe ganeomp ! An ti-forn a vefe satanazet !… Satanazet !… soñjit !… an dra-se a zo ur c’hleñved dañjerus… ur mikrob, ur mikrob, aze emañ ! Ha satanazet ne vo ket va zi-forn… james-biken ! pe gwazh a se evit an diaoul, hein ! »