Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/89

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
88
AN TI SATANAZET

— « Unan a bemp ? Unan a bemp ! O ! la ! la ! Unan a zek am eus roet bremaik evit unan a bemp. »

— « Tanpir evidoc’h ! »

— « Tanpir evidon ? Mat, tanpir evidoc’h ivez. Dal ! Kemerit pe diouerit ! Dek lur a zo e-barzh. »

— « N’eus nemet pemp, pemp ! »

— « Ha goude ? Ha pa ne vefe nemet ul lur pe ur c’hartouron ? O ! o ! emichañs, me eo ar vestrez en ti ; n’on ket ? »

— « Gouzout a ran. Mat ! kemer a ran ar bara-mañ ; c’hwi a lakaio anezhañ war ar c’hoch. »

Ar varaerez n’he doa ket klevet pe da verkañ e oa pe ne oa ket, rak redet e oa da welout an dispac’h a oa tarzhet en ti-forn.

D’an ampoent e tegouezh ivez ar baraer, bet en ostaleri ar Gerdevez oc’h evañ ur banne gant ur c’hamalad kozh.

— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont.

An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.

— « Den ne responto bremañ ? Bremaik, kement a drouz ha, bremañ, parret ha prennet genoù Chann hag hini Marjan ? Setu aze ur c’hoari ! Alo ! hini ebet ac’hanoc’h ne lavaro netra ; padal bremaik, en ur zont, va c’hamalad a lavaras din : « Selaou ! Ma n’eo ket satanazet an ti-forn ? » A ! me a lavar deoc’h, an ti-forn--