Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/85

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
84
AN TI SATANAZET

spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !… »

Neuze Job a lavaras :

— « Me ’gred din n’eo ket Satanaz an hini eo ; ene Herri, ne lavaran ket. Gouzout a rit e c’houzañv ene un den beuzet poanioù kriz er bed all, e-keit ma chom e gorf e-barzh an dour. Un ti kristen evel hini hor moereb ne c’hell ket bezañ satanazet. Ene Herri an hini eo, ha netra ken. Ar pezh hon eus d’ober eo klask e gorf ar buanañ ar gwellañ, ha sebeliañ anezhañ en un douar kristen. Neuze e vo peoc’h d’e ene. »

— « C’hwi a glasko anezhañ, Job ? »

— « Me a glasko anezhañ gant bag ar skluz ha bag ar Prad-Hir. »

Ha Job ha Lom a voe roet kefridi dezho da glask korf an den beuzet.

Mes Reun Nikod, kamm e vuskenn, a reas :

— « A ! ouah ! »