Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/73

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
72
AN TI SATANAZET

Job a savas e benn. An den a doc’hellas. Job a hopas :

— « Lom ! »

— « Oc’ho ! » a voe respontet dezhañ.

Lom a lammas dreist ar c’hleuz hag a gemeras plas e-kichen Job, dindan ar raden hir.

— « Dreist-holl », eme Job, « n’ac’h eus ket lavaret er gêr omp bet en noz-mañ o c’haloupat ar c’harter ? »

— « Lavaret em eus omp bet o c’hoari kartoù e Kervetouz. »

— « Betek pet eur ? »

— « Betek teir eur hanter. »

— « Ganin-me ? »

— « Ganeoc’h ! »

— « Ha me am eus touet on bet kousket e-pad an noz ! »

— « Ha me am eus lavaret em eus klevet trouz, un trouz spontus : labous an Ankoù o c’hoari an dro da Garreg-al-Louarn. »

— « Ha me n’em eus klevet seurt ebet. »

— « C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. »

— « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »

N’eus forzh, dianken e oant.