Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/66

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
65
AR C’HAZH GOUEZ

c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh beg etre e zaouarn. Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ. Klevet e voe e vouezh e Troboa, e Toull-ar-Vouezh, er Genkiz, e Toull-ar-Broc’h, ha Penn-Aod. Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile :

— « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? »

— « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? »

— « Pe un den ? »

— « Pe an Ankoù ? »

— « Pe Satanaz ? »

— « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »

Hag ar gristenion a souche o fenn dindan al liñserioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus.

Job ha Lom a gendalc’he da waskañ war benn kil ha treid al loenig. Hag hemañ a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle ket ober a-hend-all. Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus.

Miliner Penn-an-Aod a voe ker spontet ouzh e glevout ma tegouezhas dezhañ kouezhañ frank e-barzh al lenn, en ur vont diwezhat eus e vilin d’e di.