Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/65

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
64
AN TI SATANAZET

— « Mat, en em dennit neuze, alese, ma welin un dra bennak, rak me a wel un hanter gwelloc’h egedoc’h. »

Lom a dennas e benn eus toull ar prenestr, ha Job en em lakaas en e blas.

— « Ne ve ket un dra vat, lakaat al loar da barañ c’hoazh en ti ? Gant sklerijenn gamm al loar, e welimp un dra bennak. »

— « Nann, al loar a zo izel, ha peoc’h ! »

Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.

— « Gwelout a rit un dra bennak, Job ? »

Job ne responte ket. Ne selle mui, mes selaou a rae gant e ziv skouarn ha gant peder en dije selaouet mar en dije bet.

Kuitaat a reas ar prenestr, mont a reas da doull an nor.

— « Lom, emezañ, stankit buan toull ar c’hazh. »

— « Gant petra ? »

— « Gant ho taouarn ! Gant petra ken ? »

Lom a reas evel ma oa lavaret dezhañ.

— « Perak, emezañ, stankañ toull ar c’hazh ? »

— « Evit stankañ an toull d’ar c’hazh. »

Ne oa ket peurechuet gantañ e gomzoù, ma yudas gant ivinoù al loen o vont don en e zaouarn.

N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas goude, rak, pa vez krabiñset unan bennak gant ivinoù ur c’hazh, ne zale ket da wintañ anezhañ dioutañ ar pellañ ma c’hell. Lom ne wintas ket ar