Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
SEIZHVET PENNAD
Teñzor burzhudus Beg-ar-C’hraneg


Un istor n’eo ket brav, ma n’eus ket ennañ un teñzor kuzhet.

Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus.

Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.

Beg-ar-C’hraneg a zo un dorgenn uhel, uhel