Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/31

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
30
AN TI SATANAZET

ma timezit evit lakaat ho kwreg gwalleürus war an douar. »

— « O ! moereb, moereb muiañ-karet ! » a lavaras Job.

— « Petra ’zo, Job ? Pelec’h hoc’h eus kavet an anv brav-se : moereb muiañ-karet ?… Mes petra ’welan ? Stouiñ a rit ho penn, ha c’hwi, Lom, emañ an dour en ho taoulagad ? »

— « O moereb, ne ouiemp ket… »

— « O moereb, ni ’grede deomp… »

— « Petra ’zo c’hoarvezet, va nized ? »

— « Ne ouiemp ket, ne ouiec’h ket… »

— « Ni ’grede deomp… »

— « Setu aze ur gudenn ! »

— « A ! moereb, moereb muiañ-karet, » eme Lom, ur c’heloù… ur c’heloù trist… Ken na eo trist a-walc’h… ha re drist zoken… Hon eontr Herri a zo beuzet ! »

— « Beuzet ! » a lavaras ar voereb strafuilhet.

— « Beuzet ! Allas ! »

Mes ar voereb ne selaoue mui, ne gleve mui, kollet ma oa ganti he holl anaoudegezh.