Hag ar vran, ar voualc’h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc’h Job ha Lom :
— « Viltañsoù ! viltañsou ! »
Pa zegouezhas Job ha Lom e Karreg-al-Louarn, ar voereb a oa war he gwele gant ar remm hag ar gozhni.
Job ha Lom a antreas en ti, goustad, evel ma vijent bet glac’haret-kenañ.
Ar voereb a c’hoarzhas a galon vat, ouzh o gwelout.
— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h hiziv, paotred trist ? »
— « E gwirionez, » eme Job, « trist, ya, trist eo. »
— « Ya ! trist eo ken na eo trist a-walc’h gwelout ac’hanoc’h o redek ar barrez, o sistra bemdez hag o tremen ho puhez dilabour. Ur vezh eo zoken. Ne gavot plac’h ebet ha, koulskoude, poent bras eo deoc’h fortuniañ. Tregont vloaz, soñjit… Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele. Kemerit hoc’h-unan, peogwir n’on ket evit servijañ ac’hanoc’h. Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr. Pelec’h emañ o sistra en deiz hiziv ?… A ! lavaret e vez dimeziñ… dimeziñ… Gwelloc’h eo deoc’h chom hep dimeziñ, paotred,