Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/24

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
23
MEÛ-EÛH !

Sell ! diskargit din ur banne rom, rak n’on ket evit padout. »

— « Ya ! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »

— « Ar voereb a zo gwall-glañv, » a lavaras unan all. « Ur gwall daol e vezo eviti klevout eo beuzet he gwaz. »

Job ha Lom a lonke o gwerennad rom.

Ne voe bet kaoz e tiez Landremel, an noz-se, nemet eus marv Herri Karreg-al-Louarn. Herri a oa beuzet ! E gorf a oa bet gwelet o vont dreist ar skluz.

En ur vont d’ar gêr da Lanurgad, dre noz teñval, ha mezv-dall, Job ha Lom a gomze etrezo.

— « Kavout a ra deoc’h, Job, ez eus kalz arc’hant eno ? »

— « O ! ya, millurioù ha millurioù. »

— « Neuze eo mat an traoù. »