Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
22
AN TI SATANAZET

O ! n’eo ket Lom en doa graet meû-eûh, kredit ac’hanon ! Ur vuoc’h en o c’hichen, ne lavaran ket. Ur vuoc’h du gant kerniel gwenn deuet eno en ur beuriñ ar c’hlizenn.

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel ; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

Pe Chann Vitouz pe Na an Du ?

Nann, nann, nann, ar vuoc’h du !…

Job ha Lom a gendalc’has gant o hent. Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.

— « Job, » eme Lom, « n’on ket evit padout ken ; poultrenn ha loustoni a zo aet em gourlañchenn ; deomp da bardon Landremel, evel ar re all. »

Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.

— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »

— « A ! » eme Job, trist-kenañ, « un dra spontus !… »

An holl a selaouas.

— « Un dra spontus : hon eontr Herri, eus Karreg-al-Louarn, a zo beuzet ! Lukaz Penn-ar-Pont en deus gwelet e gorf o vont dreist ar skluz.