Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/22

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
21
MEÛ-EÛH !

— « Ya ! ya ! ha mil gwech ya ! ha gwelomp ! »

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

— « An neb a glask a gav, » a yude Job.

— « C’hwi an neb a glask ; mat ! Kavout a reot, » a responte Lom.

Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid. Dinerzh avat e skoe an daouarn, hag alies zoken e skoent ouzh ar c’hleuzioù hag e tiskarent e daoulagad an daou emganner poultrenn ha loustoni all.

Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job.

Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ.

— « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare :

— « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »

— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.