Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
19
MEÛ-EÛH !

eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. »

— « O ! eo. »

— « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »

Lom a zigoras e zaoulagad ar brasañ ma c’hellas, hag a sellas. Mes ne respontas ket diouzhtu.

— « Pellik emaon c’hoazh, » emezan. « Pa vimp tostoc’h, marteze… »

— « Allo, Lom, n’oc’h ket evit lavarout din zoken pe ur gwaz pe ur vaouez eo. »

— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »

— « Piv eo, neuze ? »

— « Piv ? piv ? »

— « Me, » eme Job, « me a lavaro deoc’h piv eo, rak va daoulagad n’int ket ker pikouzet hag ho re. »

— « O ! o ! Job. »

— « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. »

— « Me ’lavar eo Na An Du. »

— « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. »

— « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. »

— « Me bari eo Chann. »

— « Me bari eo Na. »

— « Chann eo. »

— « Na eo. »

— « Chann ! »

— « Na ! »