Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/19

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
18
AN TI SATANAZET

— « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. »

— « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »

Ha Lom a grogas da ganañ :

      « Disul vintin ’m eus c’hoarzhet
        Evit pemzek gwenneg,
        O welout Yann an Druilhenn
        O klask gwerzhañ e wreg,
        Evit pemzek gwenneg, Marianna,
        Evit pemzek gwenneg.

Ha ! ha ! ha ! »

— « Peoc’h ! Lom, ne welit ket an dud o tont en-dro eus ar pardon ? Ne vefe ket dereat c’hoarzhin na kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! »

— « Ya, diskouezomp e tougomp kañv d’hon eontr. »

Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed. Brallañ a raent a gleiz, brallañ a raent a zehou ; ne oa ket an hent bras a-walc’h evito.

— « O nonde ! ne welan mui gwall sklaer », eme Job ; « ur vrumenn a zo war va daoulagad, daoust hag emañ an noz o tont ? »

— « An abardaez a zo o tont, Job, mes an noz a zo pell c’hoazh. »

— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? »

— « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »

— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag--