Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
14
AN TI SATANAZET

— « Soñjit ’ta ! » emezañ, « bremaik edon o pesketa aze, e-tal ar foenneg hir, pa em eus gwelet, o ! gwelet sklaer ha fraez gant va daou lagad, ur pakad traoù heñvel ouzh korf un den o vont dreist ar skluz. Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !… »

— « Un den beuzet », emezo, « un den beuzet ! Penaos e c’hellit gouzout sur e oa un den beuzet ? »

— « Penaos ? Penaos ? Pardienn ! abalamour em eus gwelet anezhañ. Me n’on ket badaouet, o ! »

— « Ha penaos e oa gwisket an den ? »

— « E du e oa gwisket penn-kil-ha-troad, rak e benn em eus remerket hag e dreid em eus remerket ivez. »

Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe.

— « A ! Lom », emezañ, « an den beuzet a dle bezañ Herri hon eontr, eus Karreg-al-Louarn. »

Rak disoñjet em eus da lavarout deoc’h e oant o-daou, Job ha Lom, kendirvi kompez.

— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! »

— « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »

Hag o-daou d’ober asambles : A ! a ! a ! e-pad ur pennad hir, gant ar joa o doa.

— « N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ ; ne laboure ket, mezv e veze war