Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
13
DAOU ISTROGELL

dezhañ e-unan, ha kerkent e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.

A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre o anv badeziant.

Asinus asinum fricat a zo daou azen o ’n em lipat, evel ma lavar ar chañson.

Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac’hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.

Klevit !

Job ha Lom a zeuas e ti ar skluzier, unan o kanañ hag an hini all o tiskanañ.

Badaouet mat e oant.

— « Salud, Lukaz ! » emezo.

— « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? »

Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »

Lukaz a grogas gant e istor.