Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
12
AN TI SATANAZET

skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bond spoue kenkas e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant. Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet betek an hini diwezhañ.

Lukaz a savas e higenn hag a lakaas warni ur vuzhugenn all.

Edo o sevel evit mont uheloc’h, pa daolas ur sell war-du ar skluz. Petra a wele du-hont ? Ur pakad du o vont d’an traoñ gant tizh an dour ! Buan, Lukaz a eeunas e lunedoù war e fri, mes pa sellas evit an eil gwech, ne welas mui netra : ar pakad du a oa aet dreist ar skluz.

Lukaz a yeas pelloc’hik, war-du al laez. Teurel a reas adarre e higenn en dour. Ar pesked avat, eno evel en traoñ, a oa leun o c’hof, hag hini ebet anezho, d’ar mare-se eus an deiz, ne zeuas da bismigañ higenn ar pesketaer. Lukaz, avat, ne oa mui nec’het gant higenn na gant pesk ; gant ar pakad a oa aet dreist ar skluz, ne lavaran ket.

— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? »

Un den beuzet ?

— « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz