Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/121

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
120
AN TI SATANAZET

all ha setu e kave dezho o doa gounezet un tammig repoz. Mont a rejont da ziskuizhañ er c’harrdi, e-tal ar varrikenn sistr. Job a lavare da Lom :

— « Gouzout a rit, Lom, hor moereb a zo gwall glañv, gwall glañv… Kompren a rit ? »

— « Ya ! ya ! kompren a ran, Job. »

— « Ne bado ket eizh nozvezh ken. Bremañ, na gollomp ket amzer. Ret e vezo satanazañ an ti bemnoz, bemnoz, hep mank ebet. Warc’hoazh emañ ar sadorn, ha da Gastellin em eus da vont ; kerkent ha ma vezin distroet d’ar gêr, ez in, war an deiz, da gavout ar voereb, da lavarout dezhi al labour hon eus graet war ar stêr evit klask korf hon eontr… Lavarout a rin dezhi ivez hon eus kollet ur vag — rak, hervez ar pezh a zo bet kontet din, an abardaez-mañ, n’en deus ket gallet Yann ar Giouidig mirout outi da vont dreist skluz ar Prad-Hir… Bezit dinec’h ! N’eus nemedomp hag hon eus labouret evit ar voereb, ha n’eus nemedomp hon-daou, hag hon eus meritet an heritaj. »

— « Gwir eo, Job. »

— « An heritaj a vo deomp, Lom ; mes un dra dereat e vefe en em glevout diwar-benn al lodenn a zegouezh da bep hini ac’hanomp. »

— « Feiz ! Job, an dra-se n’eo ket diaes, rannañ etre daou a zo ober div lodenn, unan evidoc’h hag unan all evidon. »

— « Gouzout a ran, Lom, mes ar rannoù ne dlefent ket bezañ ingal. »

— « Penaos, Job ? »