Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
10
AN TI SATANAZET

bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù. It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak ! Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, deiz ar pardon bras.

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano. Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.

Evit da Lotei bezañ ur baradozig war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused o kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.

Etre bourk Lotei-Landremel hag hini Sant-Kouli, uhel, uhel war an duchenn, dirak an hent bras, emañ Karreg-al-Louarn.

Ur gêr vihan e gwirionez ha ne deus enni nemet un ti hag ur c’hraou. Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti.

Gwelomp penaos.