Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
9
RAKLAVAR

prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant. Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer, ne lavaran ket.

Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh. Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.

Lezomp, avat, a gostez loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.

Me a c’houlenne eta diganeoc’h, va lennerion a Vro-Leon hag a Vro-Gernev : « Piv an desketañ en ti ? »

Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h. An neb a ya re vuhan e deod en dro, a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev. Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin. Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou. Lotei n’emañ ket he anv nag er c’hroazhent na war ar mein-born. An hent