Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/130

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 126 )


Eun den a vo doubl a gomso
Ha deus an daou du a droc’ho ;
Rac bea eo noazus ha fall
Couls d’e vignon ha da eun all ;
M’en em accommod alies
D’hor zantimant dre flateres,
Ha qen couls d’hon inimiet,
Dre eur vechantiri parfet.


————


FABL 107.


Ar C’hole hac ar Raz.


Eur c’hole eur vech a zantas
Voa croget en e droad eur raz,
Pini a yez incontinant
En toul da goac’h en istant.
Ar c’hole a gemeras foug,
A zao e gorn, a glascq partout ;
Mæs innutil, rac me voa qet
Possubl birfiqen e gavet.
Neuse e commanças ar raz
Da ober goap, ma lavaras :
Arabet eo sonjal ve te,
Dre ma zout robust evel-ze
Deus eur bern qig fortifiet,
E vez en amzer da zonet
O vimpriza qement hini
Deus al loënet, ne van hini,
Pa eo bremàn eun tammic raz
E deveus da vlesset qen goaz :