Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/105

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 101 )


E vleo commancet da c’hriza
Ha pourveet mad a beb tra ;
Pa voa evel-ze dibreder,
En sezon an neve amzer,
Dizourci avoalc’h a speret,
Hac en sonjeal qemer diou vroeg,
Unan goz hac unan yaouancq,
En atretene excelant.
Ar plac’h yaouancq en cherisse :
E vleo goen deàn a denne ;
Ne vanne hini tout deus tu,
Ma vije anval onti du,
An hini goz a re contrel ;
Cousgoude ne rê qet cals guel.
Pa aille cavet lec’h e zu
A denne dezàn e re du,
O veza zonjet en e fenn
E vije prest evelti guen.
O terc’hel da gontinui,
Eun toullat a den pep-hini :
En noas e benn ha moal rentet
Gant an dud-all e voe goapeed.

Sans moral.


En rouantelozo’n Azi
E telc’her ar poligami,
Da laret en deus ar voerzet
Ar pez a geront a verc’het.
Esop dre e fabl a zisque
Ne voa qet ze d’e volonte.

6*