Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 100 )


Evel pa en dije c’hoanteed
Laret dei eun dra en secret,
E c’heno d’e scouarn applica,
Gant e zent e teu d’e zroc’ha.
E vam gant ar boan a zante
A ro mallos hac a grie.
Ar re pere voa eus e gas,
O voelet, en blamme èn bras ;
Non pas evit e laeronci,
Abalamour ma voa den cri
Dre eur grueldet qen infam
Gred gantàn en andret e vam.
Autrone, ne ved qet zoezet,
En deveus neuse lavaret,
Da vea e scouarn troc’het
D’an hini am leqeez er bed,
Rac hi eo a so caus ive
Ma lemer ac’hanon hirie.
Ma vije bet deut d’am pilat
Pa laeren leor ma c’hamallat,
Aon am bije bed qemeret
Na netra qen n’em boa laeret ;
Ne voan qet breman o vervel
Er fesson mezus ha cruël.


————


FABL 83.


An Den gant e ziou Vroeg.


Eun den ne voa coz na yaouancq,
A eun oad resonablamant,