Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 96 )
FABL 81.


An Doue Mercur hac ar C’halve.


Eur c’halveer o troc’ha coat
Var vord eur rinvier voa e droad
Consacret d’an doue Mercur,
Ma c'harruas dre avantur
E vouc’hel eus e zorn strinqet
Da fons an dour e voa lancet.
Pa ne aille ober qen sort
E c’haze neuse var ar bord
Gant anqen da huanadi,
Deus e goll d’en em gonzoli.
Mercur gant truez a c’houlle
Petra voa caus m’en em gleme.
Evel m’en deus anaveet,
D’ar c’halve en deus disquelet,
Savet gantàn demeus an dour,
Eur vouc’hel gred a vetal aour,
Ha diontàn e c’houlenne :
Ar vouc’hel-màn a so dide ?
Ar c’halve en deus respontet :
Allas ! emezàn, n’en dê qet.
Mercur arre en eun instant
A zisquel eun all a arc’hant
Hac adarre e c’houlenne :
Nac hommàn n’en dê qet ive ?
Ar c’halve a lar : qen neubeut ;
N’e c’hanval na cals na neubeut.