eva muyoc’h eguet ar re-all ; gounideguez ar sizun a zo teuzet en un devez ; sevel a ra sican ; en em ganna a rear, hac ar goad en em guemesq gant ar güin ; ar c’horf ne all mui en em zouten ; ar speret a zo collet ; an teod a zo bisteod… ar visach drouc-livet ha stenet a rent ar Mesvier eun objet a horrol. (S. Amb. de Elia et jejunio).
Ar Mesvier ne verit qet e ve truez outàn, rac e-unan eo en em laqeat dindan domination an drouc-speret. Evel idolou ar bayanet, en deus daoulagad, ha ne vel qet ; diouscouarn, ha ne glêo qet ; treid ha daouarn eus a bere ne all qet en em servicha : en douguen a renqer evel eun den maro, epad ma teu qement hini er gouel d’e goapât ha d’e insulti. (S. Basil).
Petra eo ar Vesventi, ha petra a rànqer da gredi var ar sujet-se.
Ar Vesventi a gonsist er blijadur dizordren a guemerer oc’h eva.
Eun den a zo mezo, pa na ell muy, goude beza evet re, en em bossedi e-unan ; pa nê muy mestr da gomandi d’ar santimanchou eus e ene, na d’ar mouvamanchou eus e gorf, evel ar bale, ar parlant, etc.
Chetu amâ ar pez a zesq deomp an theologianet beza pec’hejou grevus ha marvel er matier-mà :
Ar Vesventi, eme Sant Thomas, a zo pec’het marvel, pa deu eun den d’en em briva volonteramant eus e rêson, o c’houzout e ra dre guementse eun dra fall. Arabat eo credi gouscoude ne vet coupabl a bec’het marvel nemet pa goller ar rêson, rac alies meurbet ec’h erru e zoar coupabl a bec’het marvel hep coll antieramant ar rêson :
1° Pa noazer considerablamant d’ar yec’het oc’h eva re ;
2° Pa deu an den, dre ar boesson, d’en em renta incapabl da ober al labouriou pere a dle da ober ; pa na ell muy en em acquitta eus e zeveriou, evel ma zeo asista en oferen eun deiz en pehini eo oblijet d’e c’hlêvet ;
3° Pa deu eun den da en em abandouni alies da eva re, en hevelep fêçon ma rafe e zoue eus e gôf, evel a lavar an