Eul labourer mesvier ne vezo biqen pinvidic. (Ecc. 19.)
Da biou e vezo lavaret maleur ? Da dud piou e vezo lavaret maleur ? Piou eo en devezo sican ? Piou a gouezo er fôs ? Piou eo en devezo bazadou hep rêzon ? Piou a vezo gouelet rus pe drouc-livet e zaoulagad ? Ha n’en dê qet ar re a dremen o amzer oc’h eva, hac a guemer o flijadur o lipat ar gouer ? (Prov. 23-19.)
Sònjet e meus em c’halon refus d’am c’horf ar blijadur da eva, evit ma teuyo va ene da antren en hent eus ar furnes, ha ne deuyo qet d’en em goll en hent eus ar follentez. (Eccli. 2.)
Santimant darn eus an Tadou Santel var ar Vesventi.
Hac én a zo netra a rentfe an den disprijaploc’h eguet ar Vesventi ? Eun den mezo a zo evel eur c’horf pehini ne deo na beo na maro ; eun drouc-speret eo, hac e-unan en deus choazet ar stat-se ; eun den clàn eo, mes dre e faot ; eun den disqiant eo, ha den n’en deus truez outàn ; dishenori a ra natur eun den ; inutil eo evit ar vrô, evit e vignonet, evit e guerent hac evit e brofit e-unan. Ar güel anezàn a ra heus, a laca tec’hel dioutàn ; e fêçoun da vale, e vouez, e halan hepqen er rent insupportabl ; mes an drouc bras, an drouc infinit eo ma teu an inclination d’ar Vesventi da serri dôr an ên, da briva eus ar madou eternel, ha goude beza laqeat disprija ha goapât ar Mesvier epad e vuez, er c’hondaon c’hoas d’an tourmanchou eternel eus an ifern. (S. Chrys., hom. 1, d’ar bobl).
Eus a bet seurt dizurziou ne dê qet caos ar Vesventi ! Ar sacreou, ar blasphêmou, al leoudouet, ar mallosiou a heuill peurvuia an debauch ; hac evel ar zobriete eo ar vam eus ar feis, evelse ivez ar Vesventi eo ar zourcen eus ar viçou. Gouelet a rit e toull dôr an ties-se en pere en em dastum evit eva tud mizerabl pere n’o deus qet un habit evit en em c’holoï, ur gouennec evit caout un tam bara, o clasq regli ha gouarn pep tra er rouantelez hac en Ilis. Parlant a reont hep gouzout petra a leveront, o credi o deus o-unan an oll galiteou hac an oll dalanchou. Ar brassa enor evito eo