Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


REFLEXIONOU CHRISTEN VAR AR VESVENTI.


————

Setançou tennet eus ar Scritur Sacr a eneb ar Vesventi.

Baleomp gant modesti ha gant honestis, evel ma valeer en deiz ; n’en em abandonit qet d’an debauch, na d’ar Vesventi, na d’al lubricite, na d’ar sican, na d’an avi. (Rom. 13-13.)

Laqit eves eta na deufe ho calon da galedi dre re a cher vad hac a vin, ha dre an droublien eus ar vuez-mâ, ha na deufe an deiz terrupl d’ho surpren en eun taol count. (S. Luc. 21. 24.)

Maleur deoc’h-hu pere a zo crén da eva, hac a laca ho cloar oc’h ellout eva calz ! Maleur deoc’h-hu pere a glasq ho cloar oc’h en em vesvi hac o vesvi re-all ! Maleur deoc’h-hu pere ne zavit diouz ar mintin nemet evit debri hac eva betec an nôs, bete ma vezo ho penn pounner gant ar güin ! Abalamour da guementse en deus an ifern ledanneat e entraillou ha digoret e c’hinou evel eun abym infinit (Isaï. ch. 5.)

Nac an dud impudic, nac an dud abominabl, nac al laëron, nac an dud avaricius, nac ar Vesverien, nac an dud vechant, nac ar re a guemer injustamant madou o nessa, ne antreint qet er rouantelez eternel. (1. Cor. 6.)

Na boulsit qet da eva ar re a gar ar güin, rac ar güin en deus lazet calz a dud. An tân a aprouv caleder an houarn, hac ar güin evet hep moderation, a ro da anaout ar galonou orgouillus. Ar güin evet gant moderation, a ro evel eur vuez nevez ; mar qemerit anezàn gant moderation, e viot sobr hac eürus. Mes petra eo buez eun den pehini en em ro d’ar Vesventi ? Eur vuez mizerabl eo. Eus ar Vesventi e teu ar goler hac alies collou bras : ar Vesventi a zo eun tourmant evit ar c’horf hac evit an ene. Ar Vesventi a rent an den afrontet, el laca da goueza, a lam digantàn e nerz, hac a zo caos da veur a hini da veza pistiguet. Na evit qet re : nebeut a vin a zo avoalc’h evit eun den reglet mad. (Eccli. 31.)