Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

meas anezi he-unan. Pet leoudouet ! pet mallos ! pebes coler ! pez seurt trêtamant abers an hini a dlie he difen !

Ar Mesvier a zo chomet divezat en davarn, e vreg paour, mantret, a zo azezet var an oalet ouz er gortoz, hac a grën en eur zonjal er pez a vel qellies a veach. — Erruout a ra en creiz an nôs pe vardro goulou-deiz : er c’hlêvet a rear a bell ; cana, crial, blêjal a ra : erruout a ra en qever an nôr, e digueri a ra gant eun taol troad. Pez seurt buez a ya da gomanç en ty ! E gomziou qenta oc’h antren a zo blasphêmou horrupl. Hevel eo ouz eul leon en fulor ; goulen a ra da zêbri hac e roer dezàn ; ne dê qet countant, hac e comanç a nevez ; pedi a rear anezàn da en em galmi, hac e fulor a gresq ; teuler a ra var an douar ar pez a zo preparet dezàn, hac ar plat var behini eo servichet ; terri a ra qement a gouez dindàn e zaouarn ; stéqi a ra e dreid ; dansal a ra var an tàn ; gourdrous a ra da vrujuna peb tra. — Inutil eo d’ar vam dezolet qemer etre he divrec’h he c’hrouadur bian evit calmi al leon furius-se, netra na ell e arrêti, hac ar c’hraouadur ne vezo qet muyoc'h respetet eguet e vam, eürus c’hoas o daou, pa ellont tec’hel eus an ty, exposet evit güir d’ar goal-amzer, mes da viana delivret diouz coler ar Mesvier. Hac ar Mesvier pehini a ra qement-se a zo eun den ? eun tad a famill ? eur penn tieguez ?

Deoc’h en em adressàn eta bremâ, Mesverien, hac e lavaràn gant ar profet Joël : « Dihunit eus ar c’housq terrupl en pehini oc’h evel sebeliet. Scuillit daëlou c’huero var ar stat deplorabl en pehini e languissit abaoue pell amzer. » N’en em gontantit qet da scuilla daëlou ordinal, ululate, hirvoudit ha yudit gant glac’har, c’houi pere a ev güin hep moderation, ha c’houi ive pere a ev gant plijadur ha dre sansualite, expergiscimini ebrii et flete et ululale omnes qui bibitis vinurm in dulcedine, rac danjer bras a zo ma comancit da eva dre blijadur, na deufac’h da en em gustumi da eva re ; hac ar memes profet a ro c’hoas eur rêzoun-all : abalamour ar güin a vezo tennet eus ho qinou. Ha fellout a ra deoc’h tremen ho puez o veva evel eun aneval hac ancounac’hât atao ho condition a zen, a gristen ? Ha felout a ra deoc’h beva atao evel tud pere n’o deus na caloun, nac henor, na dignite ? En em anavezit eta ; gouelit ho tizurzou tremenet ;