Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reclus - D'am breur al labourer, 1912.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Setu aze, mignoned labourerien, pere a gar an ëro en pehini eo kwezet meur a wech, c’houezen o tal hag en pelec’h peus gwelet an eden o treuzi eur vouden douar, setu aze ar stad pehini a vo oc’h hini mar na keret diwal. Kemeret a vo o park hag oc’h eost, c’houi oc’h unan a vo kemeret ive. Staget a vefet ouz ar mekanik bennag gant moged ar glaou-douar… Setu aze pez a vo hanvet al labourërez douar, na gollet ket amzer o sellet ouz eur plac’h yaouank a dremen en o kichen : ar mestr na fell ket d’ezan a kollfec’h amzer na labour.

Mar asant koulskoude da lezel ac’hanoc’h da zevel tiégez, mar kav anoc’h eun den fur ouz e c’hrad, mar peuz kalon eur sklav evel n’oa c’hoant da ober ouzoc’h, c’houi a vo kwet izel awalc’h raog o lezo da gaout bugale. Evidoc’h, c’houi, an amzer a vo da zont eo hini an ouvrier, hini al labourer, hini ar potr usin. Biskoaz sklavach an amzer goz n’oa gwelloc’h gret an treo evit ober eur benvek gant eun den. Petra a vano rik ouz gwad eun den bevet gant eoul, c’houezen ha poultr ? Diwalit a gement-se, mignoned. Diwalit o touar, o puez, buez o kwreg hag hini o pugale. En em glevet gant an holl labourerien hag en em unanet gantê. Goude a c’hallfet dispenn an treo great en oc’h eneb hag ober ar bed nevez war an douar a ro bara deomp.

Mar na rit ket-se, a kollet o poan. Mervel a refet sklaved ha klaskerien-bara : « Naon a peuz, a lavare neus ket pell, maer Alger d’ar bodad tud hep labour, Naon a peuz ?… Ac’hanta, en em debret entrezoc’h ! »

Élisée RECLUS.

Laket an brezonek gant L. N. ar Rouz.