Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reclus - D'am breur al labourer, 1912.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

implijet en profit ar patroun gant an neubeuta ma c’haller a zispignou. Ar marchosiou a zo renket er c’hiz ma komanso ar c’hezek arât en em vont er-maez. Pep kammad a reont a zigas arc’hant en godel ar mestr braz. Memez tra a ve great d'an dud pe ieont er-maez al lec’h ma kouskont. Eno na neus na buguel, na gwreg da harz an dud da labourât en eur lakat annê da goll amzer gant pokou. Al labourerien a ve konduet evel soudardet, gant maestrou hag gant eur spier bennag. An dever a zo da ober al labour urzet hep lavaret gir. Pa ve klanv eul loen kezek a ve peurlac’het ; pa ve klanv eun den-ma ne ve ket lac’het med kaset a ve pell deus ar re-all evit ma varvo hep na welo den anezan en e boaniou. Goude a ve echu al labourio, ar mestr a gemer e repoz hag a gas kwit e dud. Ar bloaz warlerc’h a kavo tud awalc’h a-darre, med na roio ken a labour d’ar memez re daou vlaz dustu rag doan en defe a teufe ar re-man da sonjal penoz al labour a reont a ve evitê, penoz e c’harrufent ken gwiziek hag hen, penoz en em stagfent ouz an douar labouret hag a sonjfe gantê eo an douar-ze dê !

Zur mad ma vije eurvad ar bed da ober eul loden vilionërien pere a zastumfe dre blijadur hag evit beva disoursi, ar freuz tennet euz labour an holl labourerien, sklaved e-giz ma ve great en Kuz Heol Amerik elec’h ma ve labouret an douar gant tud konduet evel galeourien, honnez a vije ar gwella faësson. Bras eston eo ar binvidigez dastumet evelse, pa na goller ket dre daoliou konverz pez a ve goneet dre daoliou konverz.

Al loden ed deut ouz labour eun den a vevfe kant den all ; al labourerien a zo paëet fall ha bevet gant treo digaset eno deus broiou all ha gwerzet ker spontus. Gwir eo, mar teufe a divrec’h da vankout dre forz bevanz fall labour an ouvrierien na binvidikafe ken an aotroune. O, taol kaer ! ar re-man na sonjont ket en amzer da zont : gonit da gentan, kerset dre henchou arc’hantet, kousket e gweleou plunv ha goude vo gwelet petra arruo ; ar vugale en em dibabo evel ma c’halfoint !