tam euz ar varc’hadourez a gas d’eur vro-all. Faziet eo a bep tu. Ker a meump hopal warnan : « Na baeez ket al leve ! Na roez ket netra d’ar perceptor ! » Paean a ra memez tra, rag en e unan e-man, rag nan eus konfians ebet e amezeien, perc’hennerien pe feurmerien mez kouerien eveltan ; na gred ket en em glevet gantê. Dalc’het a vent sklaved dre an doan hag an disunanedigez.
Sur eo penoz mar nije komprenet holl labourerien ar memez bro penoz an emglev a ro nerz eneb d’ar goasker n’o dije ket losket da vont da goll emgleviou an amzer genta pere a zo c’hoas miret er broiou slaved, evel en Serbie. Eno pep tra nan eo ket pellaet deuz eun all gant muriou pe girzier. Eno nan eus ucher ebet, den a lezen ebet da bleal gant interest peb hini. Goude an eost, araog hada an nevez, a’n em voder da’n em glevet ha da lodenni an ed hag an holl dreou-all dastumet get peb hini. An den iouank nevez dimezet, an tiegez en pehini a zo eur bugel muioc’h a displeg o stad hag a gemer eul loden vrasoc’h evit parein d’o ezommou brasoc’h ivez. Bihannât pe brassât a ve loden peb hini hervez ma e brassoc’h al loden dud. Evuruz a ve pep den o veza en peuc’h gant e vreudeur pere a labour ivez en o zammik park. Pa ve devet ti unan, an holl en em lak d’hen hadsevel, ha [[Reizh|pe|pa}} ve dispennet eun tam deus park eun all e ve hadvusuret d’ezan evit ma vo ar parkou memez tra. Eun den a vaessa loened an holl ha d’an noz loened peb hini a oar hent o c’hraou. Eur barrouz a zo, en memez amzer, d’an holl ha da pep unan. Ia, med ar barrouz, koulz hag eun den, a zo dister-tre mar man n’hec’h unan. Marteze nan eus ket douar awalc’h evid an holl barrouzianiz hag holl e c’houzanvont an naon ! Peurvuia en em gav en brezel gant an aotrou bras bennag pinvidikoc’h eviti, pehini a felle d’ezan beza perc’henner ar c’hoat-ma pe ar park-se. Stourm a ra avat, ha ma vije bet an aotrou braz he unan, e dije goneet pell a zo ; med an aotrou ne man ket e-unan ; a du gantan