bugelig en neus aman feunteunniou hag a-hont steriou, pelloc’h koajou, parkou ha prajou, hag e lec’h all c’hoaz parkou-all, koajou-all, pradennou-all. Beza a zo er meneiou, en plenenou ; memez dindan an douar ez eo mestr da zomaniou all ez eus ennê tud o labourât dre gant, dre vilieriou. Pa vo arru braz, marteze, eun devez ez ay da welet ar madou a zo d’ezan a-boe eo deut euz kof e vam, marteze ne gemero ket ar boan da vont da welet an holl dreo-ze ; med ober a ray dastum ha gwerza ar pez a deuio dioutê. A beb tu, dre henchou bras ha henchou-houarn, dre bagiou war steriou ha war vor, e vo digaset d’ezan seier bras a arc’hant, leveou diwar e vaeziou. Ac’hanta ! pa vo an nerz a du ganeomp, lezel a refomp ar madou-ze savet diwar labour-tud, lezel a refomp anê e koufrou an her ? Ha respeti a refomp an danve-ze ? Na refomp ket, mignoned, kemer a refomp an oll dreou-ze. Ni a rogo ar paperou-ze, ni a doro doriou ar c’hastel, ni gemero an domaniou. « Labour, mar teus c’hoant da zibri » a lavarfomp d’ar fals-labourer ze ! « Netra deus ar pinvidigezou-man, n’eo d’it ken ».
Hag an aotrou-all-man ganet paour, hep parchou noblanz ha n’eo bet lubanet gant den en e di plouz pe dindan an douen bennak en kaer, met a zo en em binvidikât gant e labour pe dishonest ? N’en devoa mouden douar ebet da lakât e benn, mes gouveet en deus dre doliou-konverz, dre espern, dre bolonteou e vestrou pe dre chanz, dastum danveou bras klozet gant muriou : dastum a ra elec’h nen deus ket hadet, dibri ha koll a ra ar bara n’en deus ket goneet dre labour. Ha lezel a refomp d’ezan e vadou, madou an den pinvidikât hep labourat e zouar, rag ober a ra labourat anezan gant sklaved ? Ne refomp ket muioc’h evit an hini kenta. Ama ivez p’hon devo nerz, e lakfomp hon dorn war an domaniou-man hag e lavarfomp d’an hini a fell dezan beza hon mestr : « Adrenw, den diwar lost ar c’harr ! Pegwir a teus goueet labourât, kandalc’h ! Te po ar bara a roio d’it da labour, med an