Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/232

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
220
chansons et danses des bretons
ANN ANDOUILLEN



Ann otrou Person en deuz c’hoantet
Eunn andouillen bet er moged.

Diskan. — Hop ! hop ! hop ! n’e ket gwir ann dra-ze
O ieou da, gwir ’walc’h e voa.

Kaset ar vatez prontamant
Da c’houl andouillen ’vid argant.

Pa oa poazet ha poazet mad,
E oa digeset war ar plad ;

Pa oa rannet dre ann anter
N’e bade den digand ar flaer.

Pa oa deut pask en amzer vad,
Annaïg ar Rouz da govesat ;