Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
GWERZ ET SONN


Pa deuz unn dro d’ar vered groet,
’Tal ti-forn ann traou int ariet.

Kichen ar forn p’int ariet,
Kompagnonez en deuz kavet,
’Nn otro Rumin hag he botred ;

Goude bezan ’n em saludet,
He-man d’ar maer en euz laret :

— Ari eo ann amzer endro
Ma renki pean da gomjo. —



Pa eo gant-he eur pennad et,
Rebelion eo en deuz groet,
He votez ler en euz kollet ;

’Nn otro Rumin p’an euz klewet
He vaionetez an euz tennet,
’N he goste klein en euz hi skoet.