Distroet on da di ma zad
La la o la di ra
Distroet on da di ma zad,
Daero kement ’n hon daoulagad
’Nn de m’oann ouz ho c’houitât ;
Lec’h zo bet anken ha daero
La la o la di ra
Lec’h zo bet anken ha daero,
E ti ma zad, de ma distro
Den n’ouie ma hano.
Goude weliz ma mignoned
La la o la di ra
Goude weliz ma mignoned :
Arok tregont bla tremenet
Bleo gwenn ha barv loedet ;