Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72


VII


Selaou ! selaou mad, Selton,
Ouz drouk-sant, eme Jozon :
Mouez va hini ’ zo ken drant
Ha mouez eur c’hloc’hik arc’hant ;
He zutaden zo ken flour
Ha ma z’eo hiboud an dour.


VIII


An dra-ze, paour keas Jozon,
N’eo netra, eme Selton ;
Selaou brema va hini ;
Houma ’vad a sko var-n-hi ;
Neuz ket unan, e Bro-C’hall,
Hag a sutfe ker brao all.


IX


Hag e respounte Jozon,
Gaou a leverez, Selton,
Flouroc’h e kan va milfid,
Zoken me lavaro d’id
E kollan kalzik amzer
O selaou va ograouer.


X


Ha Selton a respounte
Me ’ goll amzer koulz ha te ;
A veac’h ma koumans droug-sant
Dispaka e zoniou koant
Ma chom a zav ya fluen
Sorset gant e c’hanaouen.