Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67


VIII


« Pak hema, ’ lavar ar Gô :
« Daoust ha c’hoas, maout te grougo ? »
« Pak hema, ’ lavar ar Gall,
« guel ha me c’hoari da fall. »
Hag evel var eun anne
Va daou zen a bigose.


IX


« Dal a-zaou, eme ar Gô,
« Va maout d’id, ker a gousto ! »
« Dal a-zaou », eme ar Gall,
« Paea ’rin va dle d’eun all. »
Hag evel gant morzoliou
En em vlounsont a daoliou.


X


Dao ! torret daou zant d’ar Gô,
Ar goad a red tro var dro.
Dao ! flastret e fri d’ar Gall,
Ar goad a red kemend-all.
Kerik mad eo bet koustet
An daou c’hloanek paour lazet.


XI


Jobig ar Rouz, diwezet
Hen deus dezho lavaret :
« Potred ! chomit didrabaz
» Pe me ia da c’hoari ’r vaz.
» Greomp friko gant ho maouted
» Ha bezomp oll mignoned. »