Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52


VIII


» Ia, mignounik tener,
» Keit ha ma redo ’r ster,
» Varzu ar mor doun,
» E chommo da hano,
» Disklabez ha beo,
» Moullet e m’ c’haloun.


IX


» Keit ha ma rei brezel
» Ar skoul d’an durzunel,
» Ar bleis d’an danvad,
» Me ’vago kasôni
» Enep kement hini
» Rai d’id kalonad.


X


» Keit a ma richano,
» Var he bodik dero
» Ar rouzardennik,
» Me a gano ivez
» Sounik va c’harantez
» Var bank va lochik.


XI


» Kentoc’h e vo guelet
» Ar pesk o tilammed,
» Var an douar letoun,
» Eget na dremenin,
» Heb tridal ha c’hoarzin,
» A biou da m’ mignoun.