Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47


III


Iannik-ar-japel, em c’hichen,
A c’hoari gant he viniou,
Dreist oll pa zun bord e veren
Evit souplad e vuzellou
Nag hen a sko, Iann va c’homper,
Gant he zounerezik lirzin
Ha d’he heul pa sko Mathurin
Eo mars guelet penaos e fringer.


IV


Bet oun e Paris, eun devez,
O sini dirak ar Roue
Hag hen, kouls ha tud e balez,
Gant ar blijadur a c’hoarze,
A c’hoarze krenv, a c’hoarze pell,
Hep gallout miret da c’hoarzin
O klevet an dall Mathurin
O tistaga toniou Breis-Izel.


V


Malo-Korred a gear Ahez,
Kenta grenadour a Vro-C’hall,
A veritas klevet ivez
Sounerez Mathurin an dall.
A dost, a bell e tiredet,
Da velet patroum ar soudard
Ha da glevet mouez va bombard
O kana enor ar Vretouned.