Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


VII


» E’r pardouniou, guechal, pa bourmenen
» Gant va mamm gos, Doue d’he fardono !
» E lare an oll pa vezemp ho tremen :
» Setu aze braoa daou zen ar vro.


VIII


» Brema, siouas ! brema bugaligo
» N’oun nemed ar skeud deuz ar pez ’zoun bet
» Ma fenn ’zo moal, ma daoulagad maro,
» Va choug kroummet, ha va c’hof-gar teuzet.


————