Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


III


» Nann, na voa ket er seiz parres nesa
» Eur potr yaouank ker galloudus ha me,
» Ker soun a gorf, kel ledan a ziou skoa
» Ker brao stumet ebars e’n he vale.


IV


» Er gourennou, me a vinte potred ;
» Ar maout a voan e’n oll maradegou,
» Var ar jibier ne vanken tenn hebed
» Ar blev, ar plünv, oll e ruillent maro.


V


» Den na c’houie evel d’on c’hoari ’r vaz,
» Den na zamme eur zac’hat pounnerroc’h,
» Den na zouge sounnoc’h ar baniel braz,
» Da gass eur marc’h ne oa den skuitoc’h.


VI


» ’Vel eun eostik me a c’houie kana,
» ’Vel eur c’hloarek me a c’houie rimal.
» D’ar merc’het koant, ’voan eur c’hok da gounta,
» Hag e’n dachen, dispar evit dansal.