Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35



VIII


Doaniusa tra evit eur vamm
Koll he c’hrouadur yaouank flamm !
Goude m’e devez her ganet
A var boull e c’halon maget.


IX


Seder, eta var va barlen,
Mabik tener, va gwir souten,
Prennit klos-klos ho lagadik,
Kaloun he vamm, grit eur c’houskig.


X


Mez kousket oc’h… O va Doue !
C’houi ’rai varnhan ho polonte :
Kement a rit, great mad a vez
Ra vo ’ta great ho polontez.


————