Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264


Morvan

— « Sell ’ta, ne c’houien ket ! Mez n’euz fors petra ’voa
» Ar pez ’zo bet neuze n’ ma ket da zon’d brema. »

Joen

« Nann, mez allaz ! Morvan, ker gwaz ’ c’hall arruoud
» Ha n’ouzon ket perag e krenan evid-oud. »

Morvan

« Mad, kren ’ta ; me roio amzer d’id da grena,
» Ne d-eo ket eur penn den, az peuz var da ziou skoa,
» Mez eun irvinen griz ma zeo guir e kredez
» Evel eur bugelik kement a ranerez.
» Guell eo gan-hen gouren gant an holl diaoulou
» Eged selaou pelloc’h eur seurt rimadellou
» Uvreou grac’hed koz, — rak-se kenavo :
» Mar teu Polik da m’ c’hlask, me hen diarbenno,
» Ha mar teu tost d’in-me, pe me vo daonet, sell
» Pe set’ ama eur vaz a grenno he gerniel.
« Ken a vo. »
Eur vouez all a griaz ken a vo :
Ne voa ket mouez Joen, nag hini nep den beo,
Mez mouez eun dra benâk, a voa euzuz, iskiz
Evel mouez an Ankou p’hen devez naoun he breiz.