Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263

Perak ’ta, kaer ’ zo klask, n’her c’haver e nep tu
Mui eget ma ve deuet, korf hag ene ludu.
Red eo, n’euz mar hebed, pa jomm keit dianket,
An diaoul he unan hen defe her zammet.
Ha marteze, dampred, ’vit deski ober glaou
Pe d’hezan pe d’he c’hreg, pe evit ho daou.
Dalc’h mad aze, Joen.

Joen

— Kea, kaer ’ po kaketal
Na drec’ho ket da c’hoarz var greden ar re all ;
N’eo ket me hel lavar, mez goulen dioc’h Job koz
Ma n’hen d-euz ket klevet var dro an anter-noz
Eun dompi estlammuz, e kever ar c’hoad braz
Ha mouez Alan e touez, o krial forz, allaz !
Goulen c’hoaz digant-han, ma n’hen d-euz ket klevet,
Dre ma pellea he vouez evel skrijou loened
’Tal men-hir ar c’hroaz-hent, a unan o iudal :
« Eur vech all e teui ganheomp-ni da zansal ! »
N’her c’hredez ket, m’oar ’ vad ? re galed eo da benn
’Vit ma c’halfez kredi ’r pez a gred pep kristen.
Mez n’oud ket evid nac’h, anez eur gaou marvel,
Penoz eun dra benak ioa ’n noz-se e’n avel,