Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262


Joen

— Guir eo, eur potr reud oud, hag eskobti Treger
N’hen d-euz ket marteze eur startoc’h gourener ;
N’euz forz ! Polik a ro meur a lamm-choug-a-benn
Da dud a zo gweziek koulz ha te da c’houren.
Sounj az peuz, a gredan, euz a Lan-ar-Glaouaer !
Unan all adarre ! Tan-foeltr, pe-bez tol kaer !
Pari, ma vez beuzet o koueza e’n eul lenn,
Arok herruoud e’r ger, e ve ien da zouben !
Ac’hanta ! Set’ heno penn-da-benn tro Alan.
E’n deiz all o tistrei deuz eured ker-al-lann,
En em gavaz trinket hag evel eur potr fin
E lounkaz re a zour evit trempa he vin.

Morvan

— Piou ’ c’halfe he dammal ? Mez daonet ’ vin, a-vad,
Mar d-euz netra e’n-han goestl d’ober aoun d’eur c’had.

Joen

— Nann, Morvan, ma vefe ervez ma lavarez !
Mez o liva gevier ' oud adarre potr kez.

Morvan

Mar d-e, var da veno, beuzet Alan e’l lenn
E tlefe kaout eun den kelou euz he groc’hen.