Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


POTRED AR ZABAD


————
Joen, va C’houmper

An noz a zo tenval ; glao hag avel a ra ;
E’n hanv Doue, Morvan, n’ da ket e’n hent brema

Morvan Kergounnar

— Ha pa rafe luc’hed, kurun, avel ha glao,
Sell, troet eo e’m penn, d’ar ger me a ielo !
 

Joen

— Troet eo e’n da benn ; mad, Morvan gez diwal :
Diwal ’lavaran d’id. pe he tapi da fall ;
E’r poent-ma deuz an noz, ’vid deiziou morlarjez
Kred ac’hanon, Morvan, gwal jansou a c’hoarvez ;
Gouzoud a rez ar brud a ren, pell ’ zo, siouaz,
Var ar skrijou spontuz a glever e’r c’hoad braz !

Morvan

— Setu te adarre ! Kea, va c’houmper Joen,
Ne d’eo ket gan-hen-me eo d’id c’hoari ’n azen :
N’euz diaoul e’n ifern, na Teuz var an douar
A c’halfe ober aoun da Vorvan Kergounnar !