Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SKLEARIDIGEZ


————


Morvan Kergounnar hag e goumper Joen a zo daou zen diwar ar meaz euz a gostez Treger. Morvan eo gourener braz ar vro, ledan a ziskoaz, iziliet stard, stag mad ouz an douar, iskuit a beb leac’h, ploumm e’n e za evel eur ganaben, mez pennvers ha difeiz ; ne gred nag e Doue nag e diaoul ; he zoue, eo ar voutail ; he bedenn, al leou doued ; e eal-mad, he benn-baz dero. Joen a zo eur c’hristen evel an oll, hag a glask distrei e goumper da vonet d’ar gear e’n noz, e’n eur zanerelli d’hezan darvoud Alan-ar-Glaouer, ha troiou iud potred ar zabad.


————