Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211


III


Allas ! petra ’ dalv d’in ? Kaloun ar bec’herien
’Zo kalet evel dir : evel skorn ez eo ien !
Ouz va c’hlevet-me ne ra van !
Oh ! ne ra van ebet ! Kousket mik eo, evel
Eur c’horf maro e’r bez ! Koulz eo d’in-me tevel !
Kleo ’ta, mignon, kleo, te, va guelvan !

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken.



Kaon d’ar bed oll ! Ah ! kaon dezhan gant he zanvez,
Kaon d’ezhan gant he aour, he arc’hant, he berlez,
Gant kement vad a zo e’n he greiz ;
Kaon d’ezhan, me lavar, d’he binvidigeziou,
D’he veuleudi, d’he lorc’h, d’he oll follenteziou !
Kaon ivez ! kaon d’ehomp-ni oll, tudou keiz.

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour, e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken.