Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210


Estlamm ! Estlamm ! krenit, o pec’herien,
Bruzunit ho kaloun ! pred eo !
Skuillit daelou ha grit affo
Pinijen, pinijen.



Ia luduit ho tal ! ah ! pred eo, me lavar,
Pred eo euz a vrema ’n em strinka gant glac’har,
D’an daoulin ! Deut tro Doue pelloc’h !
Gant eur barr o c’houeza e veleur euz ar gwez
An delliou seac’h ha glaz o koueza en eur diwez.
’Vel-se, prestig e c’hoarvezo ganeoc’h !

Estlamm ! Na sujet na Roue
Na paotr na merc’h ne ra :
Dindan gwalen Doue,
Omp oll hevelep tra !
Estlamm ! Estlamm ! Krenit o pec’herien !
Bruzunit eta ho kaloun !
Skuillit daelou ! ’vit ho pardoun
Pinijen, pinijen!