Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209

Eur veach benag o peuz-c’hui guelet,
Eul lestrik paour, hep stur, o vont taol var zistaol,
Dare gant ar barrou da weledi bep taol…
Allas ! Allas ! setu aze ar bed !

Estlamm ! Dija dindan hon treid
An douar o virvi !
Hag izoum ’ ve ’ta keid
D’hezan oll da zevi ?
Estlamm ! Estlamm ! Ma finv hep-ken ho preac’h
Aotrou, ma finv hep-ken dioc’h-tu,
’Rid anezhan eur bern ludu
’Vel eur grac’hel zeac’h !



Oh ! m’her goulenn : An dud, guechal, amzer Noe
Petra oant-hi falloc’h ma ’zeo deut, koulskoude,
D’ho zamalloud eun dourbill diroll ?
Ha Sodom, ha Gomor, petra o doa-hi great
Na muioc’h na gwassoc’h evit beza lakeat
Ken didruez gant tan an Env, tan oll ?

Estlamm ! Stên va cherdin, Gwenchlan
Stên anezho, stên c’hoaz !
E’r bed oll krog an tan
Hag hen var wassoc’h-waz !

14